An tres
babigoubreizh.org


Petra omp en sell d'ober ?

Hor c'hevredigezh he deus da bal digori˝ lec'hio¨ degemer evit ar vugaligo¨ ma klevont brezhoneg tro-dro dezhe. Basta˝ a ra da ezhommo¨ an tado¨ hag ar mammo¨, an embregerezhio¨ hag ar strollegezhio¨. Digor eo ar vagouri genta˝ e kŕr Gwened. Gallet a ra an tado¨ hag ar mammo¨, ar strollegezhio¨ pe an embregerezhio¨ mont en darempred end-eeun gant ar gevredigezh pe ar vagouri er rubrikenn "Darempredo¨".

Roll-istor

A-raok ma oa bet digoret hor magouri genta˝ ne oa nemet lec'hio¨ a ginnige beva˝ e galleg, peotramant gant un nebeud tud a vicher a gomze brezhoneg. Fellet zo bet dimp mont pelloc'h, gant skoazell Rannvro Breizh, ti-kŕr Gwened ha Kef Gopro¨ Familh ar Morbihan da genta˝, ha kinnig souba˝ ar vugale er yezh adalek an oad tener. E miz Here 2011 hor boa digoret, e Gwened 'ta, hag evit ar wezh kenta˝ e Breizh, ur vagouri o kinnig un endro vrezhonek peurgetket.

 

 

" Ar pal eo profita˝ deus aezamanto¨ naturel ar bugel yaouank da zeski˝ yezho¨ evit legadi˝ ar brezhoneg dezha˝ ha dispaka˝ divyezhegezh abred, ar pezh a gas da yezho¨ all. Evit bugale an oad-se, n'eus striv ebet d'ober. "
 
Fabienne CouŰpel,
prezidantez Babigo¨ Breizh.

 

Un deiziad bennaket

- 3 a viz Mae 2007 : krouet ar gevedigezh
- 1a˝ a viz Here 2011 : perzh ar c'henta˝ strollegezhio¨ dre virout plaso¨ er vagouri
- 3 a viz Here 2011 : digoret ar vagouri
- 15 a viz Kerzu 2011 : sinet ar c'henemglev keveli˝ gant Kef ar Gopro¨-Familh
- Genver 2012 : Priz Amzer da Zont ar Brezhoneg

 

Talvoudegezh an divyezhegezh abred

Deski˝ div yezh adalek an oad tener, sell aze petra eo an divyezegezh abred. Evit a sell ar skiant hag evel eo bet diskouezet gant ar glaskerien, seul abretoc'h seul gempouesoc'h eo deski˝ meur a yezh, da lÔret eo pa vez an empenn en e wevna˝.

 

 

" … an disoc'ho¨ dastumet diwar ge˝veria˝ ar vugale divyezhek hag unyezhek kenoad a ziskouez levezon deskoni abred un eil yezh dre soubidigezh war la˝s ar mont en-dro anaoudel ha, dreist pep tra, war ar modo¨ ebarzhi˝ ha keweria˝ an titour … "
 
Pascale Planche,
kelennerez war psikologiezh an diorren,
klaskerez kevelet e Kreizenn an Enklasko¨ Breizhek ha Keltiek.


Meur a splet zo evit ar vugale ha studiadenno¨ zo bet kaset war tachenn ar skianto¨ anaoudel pe war ar psikoyezhoniezh paneveken. Merzet e vez eo spletus war an tachenno¨-ma˝ :
- yezhoniezh : fi˝v ar meiz, meiza˝ ar verb,
- matematiko¨ : galloud poellata difetis kresket ha dizalc'hoc'h diouzh ar gerio¨, efedusoc'h evit merzout ar spas, barregezhio¨ war ar matematiko¨,
- emzalc'hio¨ : barregezhio¨ brasoc'h da vont dreist skoilho¨, gwevnder ar bred, kresket ar spered kroui˝,
- sokialaat : muioc'h a gizidigezh evit darempredi˝.

 

 

" Al liesyezhegezh, sell aze an amzer da zont hag ar yezho¨-rannvro eo o deus da c'hoari ar perzh penna˝. La˝s o deus war ar re all kar gante eo e c'haller sevel liammo¨ sokio-santadurel ha sokiosevenadurel ret. "
 
Evelyne Charmeux,
kelennerez war ar galleg,
klasker en INRP.

 

Evit goűt hiroc'h diwar-benn an divyezhegezh abred e c'hallit kaout daveo¨ el levrig savet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Rannvro Breizh ha Divskouarn diwar-benn an tem-ma˝ war lec'hienn Divskouarn.

 

Talvoudegezh ar mikromagourio¨

 

Ar ment an hini eo splet ar mikromagourio¨ dreist pep tra. Magouri Kerbihan zo 10 plas enni diwallet gant 3 den a vicher barrek war ar vugaligo¨, ur wazourez hanter-amzer hag a ra war-dro ar c'hempenn ivez, hag un den e-karg.
Gant ul lec'h ken bihan e c'haller heulia˝ pep bugel hini-ha-hini, da lÔret eo ober diouzh e lusk ha diouzh e ezhommo¨. Gant ur strollad mesket enna˝ bugale a bep seurt oad e c'hall pep hini deski˝ darempredi˝ tamm-ha-tamm. Evit gwir e voazont da geja˝ gant bugale dishe˝vel ; ar re vrasa˝ a zesk diwall ar re vihana˝ ha broudet eo ar babigo¨ gant oberiantiz ar re gosha˝ tro-dro dezhe. N'eo ket kollet ar vugale en ur strollegezh re vras. Gant ar skipailh zo bet lakaet e pleustr ur bedagogiezh diwar-benn ar c'hoari dieub hag a zalc'h kont deus c'hoanto¨ ha barregezhio¨ pep bugel. Ha kement-ma˝ a aezeta d'ar vugale bout emren.
Erfin, talvoudus eo evit ar gerent o-unan ivez abalamour ma 'c'h eont aezetoc'h en darempred an eil re gant ar re all hag e c'hallont divizout diwar-benn diorren o bugale paneveken.

                                                                      Buhezourez evit ar vugale vihan

Kasit ur CV hag ul lizher emginnig d'ar postel : babigoubreizh@gmail.com

Kinnig labour : ../pdf/kinniglabour.pdf


babigoubreizh.org