Magouri Kerbihan
babigoubreizh.org

Mont en-dro

Digor eo ar vikromagouri adalek al Lun betek ar Gwener etre 7e30 vintin ha 6e30 noz. Peurvat eo bet savet al lec'h degemer-ma˝ evit ar vugale etre 2 viz hanter ha 4 bloaz. Beva˝ a ra ar vugale bemdez en ur bed divyezhek, peogwir eo ar brezhoneg yezh an darempredi˝. Tout an dud a vicher a ra war-dro ar vugale zo diplomet war ar vugaligo¨ ha barrek war ar brezhoneg war un dro.

Gratadur he deus ar vagouri gant Kef ar Gopro¨ Familh, Aja˝s-rannvro ar Yec'hed ha Gwarez ar Mammo¨ hag ar Vugaligo¨. Ar feur prizio¨ goulennet zo diouzh ar gwezhiader familh p'he deus sinet ar vagouri Pourchas Servij Unan Kef ar Gopro¨ Familh.
Degemeret e c'hall bout ar vugale pe en ur mod ingal
diouzh kontrad (gant ur c'hontrad a resisa an deizio¨ hag an eurio¨ beza˝s dre sizhun), pe a-wezhiado¨ (diouzh ar plaso¨ vak er vagouri hag ezhommo¨ ar familho¨).
Evit goűt hiroc'h diwar-benn ar plaso¨ a chom, sellit ouzh ar rubrikenn "Darempredo¨".

Digor eo al lec'h da tout ar familho¨, ne vern peseurt yezh a vez komzet er gŕr. Evit skoazella˝ ar familho¨ evit a sell an divyezhegezh ec'h aoz ar skipailh abadenno¨ plijadurus evit ta˝va ar brezhoneg. Evel-se e c'hall ar gerent en em zibab un tamm evit krog da ziviz gant o bugale.

Hervez an emglev zo bet gant Kef Gopro¨-Familh ar Morbihan e c'hall bout degemeret ar vugale na fell ket d'o zud e vefe komzet brezhoneg gante end-eeun.

Ar skipailh zo 5 den diplomet e-barzh enna˝ :
un den e karg (desaverez bugaligo¨),
3 animatourez divyezhek (3 titlet gant ur Sertifikad Gouested Vicherel bugaligo¨),
hag ur wazourez teknikel (titlet gant ur Breved Studi Vicherel yec'hed ha sokial).


Gwenael
den e karg

Brigitte
gwazourez teknik

Camille

animatourez

Magalie

animatourez
Roz%C3%A9lenn.jpgRozÚlenn
animatourez

 

Meur a lec'h

En ur savadur nevez-flamm en annez Kerbihan ema˝ ar vagouri, e karter Koulev a zo e Mervent Gwened.


Ar gegin akipet


Ar c'horn-debri˝


Ar sal-vuhez



Ar c'horn-tresa˝


Ar jardrin


Ur gambr



Korn ar babigo¨


Ar gerent er jeu

Meur a zen kar a volontez vat zo er jeu e buhez ar gevredigezh hag ar vagouri, pe e vefe evit roi˝ un taol-la˝s, peotramant evit diorren ar gevredigezh.

 

Testenio¨

 
" … lure am boa bet pa oa en em gavet ma merc'h en ur vagouri divyezhek, aon am boa ne'm bije ket gallet darempredi˝ ganti kement (...) Erfin on gwall blijet gant an divyezhegezh, gant al lec'h kenkoulz evel gant ar skipailh. Dalc'hmat e vez prest ar skipailh a vicher da sikour ac'hanon evit kompren gerio¨ zo. "
 
Mamm Luciana
 
 
" Anavet en deus Johann ar vagouri Babigo¨ Breizh d'e c'hwec'hvet miz. Degemeret eo bet evel e oa : roet e veze bronn dezha˝, gallet en deus kenderc'hel da eva˝ laezh e vamm. Roet e oa bet dezha˝ en ur pod-bronnek gant ar skipailh. "
 
Tud Johann



Ta˝va ar brezhoneg


 
" Aozet zo bet abadenno¨ ta˝va ar brezhoneg gant ar skipailh evit deski˝ gerio¨, un nebeud frazenno¨, rimadello¨ ha kanaouenno¨. Buan hon eus gallet ober anaoudegezh gant familho¨ all. Un dra vat eo evit gallet kemer kuzul an eil digant ar re all diwar-benn ar vugale yaouank hag en em sikour mar bez ezhomm.
Dre vras, tado¨ ha mammo¨ ar vagouri ne gomzont ket brezhoneg ha dedennet int gant deski˝ abred un eil yezh ... "
 
Tud Lila
 
 
" Tad ha mamm ur plac'hig 3 bloaz omp ha ne oamp ket dedennet gant ar brezhoneg ken a oa bet kinniget dimp ur plas en ur vagouri divyezhek.
Pa oa bet disoc'h hor lure kenta˝ ma vefe bet lakaet diaes hor bugel (ha ni ivez !) gant ur yezh na vestronie ket omp bet kendrec'het buan gant an divyezhegezh kenkoulz evel gant al lec'h deus ar c'henta˝ (...). Evit gwir, gant an niver bihan-tre a vugale er vagouri e c'hall ar skipailh degemer pep hini diouzh e bersonelezh (...) ; ar pezh zo bet talvoudus-bras en hon degouezh dibar ...
Gwall interesant eo ivez, ha ni tad ha mamm, en em gavout er memes stad evel hor bugel a-fed deski˝ ur yezh, hag anavout trao¨ nevez war un dro ganta˝ ... "
 
Tud Lylou-MahÚ

 

babigoubreizh.org